Lenn Albert
Neuz
Unan eus lennoù bras Afrika eo Lenn Albert pe Albert Nyanza, hag a zo bet anvet, amzer zo bet, Lenn Mobutu Sese Seko.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv Lenn Albert eus anv ar priñs a oa pried ar rouanez Victoria, Albert von Sachsen-Coburg-Gotha. Roet e oa bet an anv gant an ergerzher saoz Samuel Baker e 1864.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]5 300 km² zo dezhi, ar 7vet brasañ lenn afrikan eo. Darn eus al lenn zo en Ouganda hag un darn all e Republik Demokratel Kongo 160 km hed zo, ha 30 km led. N'eo ket gwall zon : 51 m el lec'h donañ.
Treuzet eo gant an Nil Gwenn.